D’ar Merc’her 22 a viz Mae eo tremenet ar Redadeg e Rospez !

Ar redadeg a-bep-eil-mañ a zo bet ijinet evit kas war-raok ar brezhoneg. Aet eo kuit deus Beg ar Raz d’ar 17 a viz Mae hag erruet eo e Montroulez d’ar 25 (2222 km en holl!).

Bep eil bloaz e vez prenet kilometradoù gant tud, embregerezhioù ha kevredigezhioù : an arc’hant dastumet a servij da sikour raktresoù evit lakaat ar yezh da vevañ.

Kevredigezh kerent bugale an hentenn divyezhek, Divaskell, en deus prenet 1km e bourc’h Rospez evidomp. Kerent ha skolidi o deus lakaet o botoù ha redet evit diskouez pegen pouezus eo brezhoneg evit skol St Mari.

La Redadeg est passée par Rospez le mercredi 22 mai !

Cette course de relais pour la promotion de la langue bretonne est partie de la Pointe du Raz le 17 mai et elle est arrivée à Morlaix le 25 (2222 km en tout!).

Tous les deux ans, des particuliers, des entreprises et des associations sont invités à acheter et à courir 1km : l’argent ainsi récolté sert à financer différents projets autour de la langue bretonne.

L’association de parents d’élèves de la filière bilingue, Divaskell, nous a permis d’acheter 1km au bourg de Rospez. Ce sont donc plusieurs parents et élèves qui ont enfilé leurs baskets et ont couru pour montrer que notre école a à cœur la promotion de la langue bretonne.