Aet omp holl asambles e sinema Lannuon d’ar Meurzh 27 a viz Mae evit gwelet tresadennoù-bev e brezhoneg.
Le mardi 27 mai, nous sommes allés tous ensemble au cinéma de Lannion pour voire des dessins animés en breton.

Heuzoù noz
Ur film gant Pierre Luc Grandjon (2024 / 12 mn)
Setu istor ur paotrig oc’h ober anaoudegezh gant un diaoulig bihan dindan al loargann…
Dindan al loargann ez a kuit ur bugel diouzh e di, a-dakot, e re-gaoutchoù en e dreid. P‘eo pignet en ur wezenn ez eo galvet gant ur c’hrouedur divoutin. Hentet e vo da galon ar c’hoad gant al lutig mennet-se… peadra da vont da vignoned da viken !
Par une nuit de pleine lune, un enfant sort de chez lui en catimini, bottes de caoutchouc aux pieds. Alors qu’il grimpe dans un arbre pour contempler la nuit étoilée, une drôle de créature l’interpelle. Guidé par ce petit être bien décidé, il va faire de merveilleuses découvertes au cœur de la forêt… De quoi devenir amis pour la vie !

Ur gitar er mor
Ur film gant Sophie Roze (2024 / 30 mn)
Setu istor ur gaerell-vras hag a fell dezhi chom dizalc’h, mont a atant da atant, seniñ, ha gwerzhañ kravatennoù dre-amañ ha dre-aze. Met loened an trowardroioù ne vez ket gwall domm o degemer, alies. Ha ma vefe dalc’het an eürusted en ur mignon hag ur gitar, e-tal an tan ?
Ur gaerell vilzin a ya dre ar maezioù gant ur gitar hag ur valizennad kravatennoù espar da werzhañ da loened an atantoù. Siwazh ne gav hini ebet laouen da brenañ unan eus he c’hravatennoù o livioù flamm… Marteze ‘vo aesoc’h an traoù er c’hoad? Ennañ en em gav ar gaerell gant un avalaouer ken plijet hag hi gant ar sonerezh ha gant ur c’hapibara, bet treuzet gantañ morioù ar bed gant e akordeoñs. Ha cheñch ar ra ar vuhez…
Une délicate fouine sillonne la campagne avec une guitare et sa petite valise, pour vendre de magnifiques cravates aux animaux de la ferme. Hélas, personne ne s’intéresse jamais à ses cravates aux couleurs chatoyantes… La petite fouine décide alors de tenter sa chance dans la forêt. Elle y rencontre un hérisson, qui aime la musique aussi, et un capybara, qui a traversé les mers avec son accordéon. Bientôt, sa vie va changer…